Troad vokativel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad vokativel pe troad-c'hervel (saoz.: vocative case) evit komz eus un droad-lec'hianñ a dalvez da c'hervel unan bennak war-eeun pe da envel unan bennak pe un dra bennak diouzh o anv.

Gwezhall e veze implijet an droad vokativel gant ar yezhoù indezeuropek, en o zouez al latin ar henc'hresianeg hag ar sañskriteg. Bremañ avat ne ne implijet nemeur gant ar yezhoù indezeuropek, met kenderc'hel a reont d'ober ganti un nebeud yezhoù, en o zouez ar gresianeg a-vremañ, an albaneg, ar yezhoù baltek (d.s. al lituaneg hag al latveg), ha meur a yezh slavek, en o zouez ar poloneg, an tchekeg, ar c'hroateg, ar ruseg, an ukraineg hag ar bulgareg, ar yezhoù gouezelek, en o zouez an iwerzhoneg ha gouezeleg Skos, ral a wezh e vez implijet ivez gant yezhoù romanek 'zo, en o zouez ar roumaneg. Kavet e vez an droad-mañ e meur a yezh nann-indezeuropek ivez, en o zouez ar jorjieg (yezh kaokazek) hag an arabeg (yezh semitek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy